Ar Priñs Bihan (bretón)
Setu, evidon, bravañ ha tristañ gweledva ar bed. An hevelep gweledva eo ha hini ar bejenn a-raok, met e dreset 'm eus ur wech c'hoazh evit ez iskouez deoc'h ervat. Amañ eo en deus ar priñs bihan en em ziskouezet war an douar hag ez eo steuziet. Sellit mat ouzh ar gweledva-se, evit bezañ sur d'e anavezout, mar beajit un deiz en Afrika, er gouelec'h. Ha, mar c'hoarvez ganeoc'h tremen dre aze, me ho ped, kemerit hoc'h amzer, gortozit un tammig dres dindan ar steredenn! Neuze, mar deu davedoc'h ur bugel, mar c'hoarzh, mar en deus blev aour, ma ne respont ket pa vez goulennataet, e tivinot aes piv eo. Neuze, bezit jentil! Na'm lezit ket ken trist: skrivit din buan ez eo deuet en-dro...